Lizher d’an Aotrou Enseller Akademiezh Ill-ha-Gwilen

d'ar yaou 17 a viz Gwengolo 2009 gant Div Yezh Breizh

Aotrou,

Feukus-meurbet eo ar c’homzoù bet diskuilhet war hoc’h anv er c’helaouennoù ha ne zlejent ket bezañ bet war vuzelloù un den a zo war ur garg evel hoc’h hini er velestradurezh. Lakaat ar brezhoneg da yezh artificielle a zo c’hwez an dismegañs ganti ouzh goulenn a gerent evit ur c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg, ha betek dismegañs ouzh ar brezhoneg e-unan. N’eus ket da zisplegañ ken gwiriegezh ar goulenn kelenn brezhoneg en Ill-ha-Gwilen.

Lakaet eo bet da zegemeradus gant Ministred an Deskadurezh Stad ha gant ho tiagentourien war ar post-se a Enseller Akademiezh dre ma’z eo e Roazhon e oa bet digoret unan eus an tri c’hlas divyezhek kentañ e Breizh e 1983. Sklaer ha splann eo an traoù abaoe 26 vloaz m’’emañ ar c’helc’hlizher anvet Savary, erlerc’hiet gant ar c’helc’hlizher 2001-167, e pleustr. Bez’ e c’hallomp menegiñ testennoù all eus an Deskadurezh Stad ivez hag a ali, da skouer, er mellad L 111-1 eus lezenn an deskadurezh: "Le droit à l’éducation est garanti à chacun afin de lui permettre de développer sa personnalité". Kenlodek emañ ar brezhoneg gant ar gallaoueg hag ar galleg e personelezh kultur ar Vretoned. An teiryezhegezh a zo garanet en istor Breizh ha n’emañ ket da zislavarout.

Dont a ra ar varnadenn groñs-se a-enep d’an diorren a zo evit ar Yezhoù Rannvro. E 2004 e vouezhie ar C’huzul Rannvro ur steuñv politikerezh yezh hag e anaveze ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel div yezh Breizh e-kichen ar galleg. Meur a wezh eo deuet dileuridi departamant Ill-ha-Gwilen da skoazellañ ar gerent a youle ur c’helenn brezhonek evit o bugale. Dirak an nac’hadenn digeriñ e Gwizien da skouer e-lec’h ma oa bet aliet ar gerent gant an Ensellerezh da vont da enskrivañ o bugale. Bruz e-lec’h ma’z eus 49 a vugale hiziv en ur c’hlas mamm hepken... Enor a oa bet graet deomp gant prezidant Kuzul-meur Ill-ha-Gwilen, an aotrou Tourenne, o weladenniñ ar rann zivyezhek galleg brezhoneg er Gantelles ha gant ar C’huzul-meur c’hoazh ez eus bet savet ur strollad labour evit diorren ar c’helenn divyezhek publik en Ill-ha-Gwilen. Evit echuiñ e ro ar Frañs digor d’ar Yezhoù Rannvro. Sinet he deus ar garta etrebroadel war ar c’hlad dizanvez m’emañ ar yezhoù lod anezhi. E miz Gouere 2008 ez enskrive ar gannaded, ar senadourien ar Yezhoù Rannvro er Vonreizh, hag o lakaent da c’hlad da virout ha da legadiñ. Anat eo deomp-ni evelkent ez eo sklaer ha splann an disentezioù kemeret gant dilennidi ar bobl, da lavarout eo hon dileuridi, hag en un demokratelezh eo rediet ar velestradurezh d’ober ganto.

Lavarout a rit ivez n’eus bet kavet eiler ebet ganeoc’h evit kelenn e brezhoneg. Degas a reomp da soñj deoc’h he doa kinniget Div Yezh deoc’h e miz Mezheven tremen, dre vouezh he frezidant, kas deoc’h anvioù eilerien. Respontet e oa bet deomp ne oa ket dav. Aet eo Div Yezh da c’houzout stad an traoù ha da gaout keleier rak soursiet omp gant perzh ar servij publik. Tri c’helenner da nebeutañ a oa aet war ar renk kerkent ha dibenn miz Mezheven evit bezañ eilerien. Koulskoude da zeiz an distro-skol e miz Gwengolo, n’o doa bet keloù ebet c’hoazh. Pa n’o doa keloù ebet ha pa oant en arvar a vezañ dilabour ez eo bet gwell ganto asantiñ kinnigoù implijerien all. Ma youlfed mankout a gelennerien ne rafed ket en un doare all. Hag a-hend-all e vank ur wezh ouzhpenn ur c’helenner e S.-Maloù.

Ne glaskomp ket ho kounid, Aotrou Enseller Akademiezh, d’ar blijadur hon eus o welout hor bugale oc’h ober kenkoulz gant div yezh vev adalek o oad tener, ha gant meur a yezh goude. Ouzh o gwelout dre-se o tiorren o barregezhioù, o doare da sellout ouzh ar yezhoù, o c’hizidigezh ouzh doareoù all da ziskuliañ mennozhioù. Ne glaskimp ket lakaat anat deoc’h e ra ar c’hlasoù divyezhek ul labour a gultur. Hag aet oc’h c’hoazh da weladenniñ ur c’hlas divyezhek evit gwelout ar vugale o komz brezhoneg flour? Ha distaget ho pefe un hevelep frazenn ma vefe bet anv eus ur yezh all? Hep ket a var n’ho pefe ket. Hag ar yezh direizh nemeti e vefe ar brezhoneg en Ill-ha-Gwilen? Ne vern pe yezh all a vije bet en ho kras. Perak kement a fallagriezh ouzh ar paourkaezh brezhoneg ha ne zellez ket kement-se? Ouzh ur sell trevadennour hon eus d’ober aze. Ne lakait ket ar yezhoù hag ar c’hulturioù par ha par? Ha petra eus an Dud a ra ganto hag a legad anezho?

Dalc’hit o komzoù diarvar Aotrou Enseller ha, me ho ped, na dennit mui ho mad eus ho karg evit ren ur politikerezh da gas ar brezhoneg da get. Dibabit un departamant ma n’eus Yezh Rannvro ebet.

Paul Molac Prezidant Div Yezh



Intranet

Titouroù hiniennel


ankouaet ho ker-tremen ?

Degemer al lec'hienn | Kejañ gant | Steuñv al lec'hienn | Lodenn brevez | Statistikoù | gweladenn : 111446

Heuliañ buhez al lec'hienn br  Heuliañ buhez al lec'hienn Kemennadennoù   ?

Lec'hienn bet savet gant SPIP 1.9.2h + ALTERNATIVES

Creative Commons License