Jean-Yves Le Drian en deus kemennet krouidigezh ur yalc’had roet d’ar studierien a lakao o anv er master brezhoneg

d'ar yaou 12 a viz Meurzh 2009 gant Anthony Le Crom

Merdeiñ prim

Source : ABP

D’an 10 a viz Meurzh 2009 en deus roet prezidant Rannvro Breizh, Jean-Yves Le Drian, un dra a-bouez da c’houzout evit stummañ kelennerien brezhoneg : krouidigezh 40 yalc’had evit ar re a lakao o anv er « master » brezhoneg. Niver ar yalc’hadoù a gresko a-hed ar bleadoù. Ar yalc’had: 5.000 euro bep blez, d.l.e 500 euro bep miz.

Piv a c’hell eñ tapout ?
- Studierien brezhonegerien o deus un aotreegezh bennak (d.l.e. war ar brezhoneg pe war un danvez all);
- kelennerien unyezhek o deus bet un ehan-stummadur evit bout kelennerien zivyezhek;
- tud hag a zo o chañj labour ha c’hoant gante mont da gelennerien zivyezhek.

Ar yalc’hadoù a vo dijabl adalek an distro-skol 2009, pa vo bet votet an disentez get ar C’huzul Rannvro, hag a vo bodet d’ar 26 a viz Meurzh.

Ar video



Intranet

Titouroù hiniennel


ankouaet ho ker-tremen ?

Degemer al lec'hienn | Kejañ gant | Steuñv al lec'hienn | Lodenn brevez | Statistikoù | gweladenn : 119964

Heuliañ buhez al lec'hienn br  Heuliañ buhez al lec'hienn Communiqués   ?

Lec'hienn bet savet gant SPIP 1.9.2h + ALTERNATIVES

Creative Commons License