Reiñ ar galloud d’ar Rannvro war ar gartenn-skol

d'ar gwener 23 a viz Genver 2009 gant Div Yezh Breizh

Laouen eo Div yezh, kevredigezh tud skolidi evit ar c’helenn brezhonek er skol bublik, o welet ez eus bet degemeret a-unvouezh gant ar C’huzul Rannvro, ur mennad eus an tu enep, UMP-Nouveau centre, war verañ kartenn-skol ar c’helenn brezhonek gant ar Rannvro. Dont a ra ar mennad-se e koulz hag e kentel da harpañ goulenn ar prezidant Drian hag an tu kreñv er rannvro ouzh ar ministr kentañ d’ar Rannvro da dapout ar galloud d’ober war-dro kartenn-skol ar c’helenn brezhonek. Ken laouen all eo Div Yezh o welet an holl zilennidi rannvro o tifenn ar brezhoneg hag a chomo yac’h ha bev mar bez ledanaet mat ha buan ar c’helenn anezhañ da gentañ penn. An ersav poellek-se a-berzh ar C’huzul Rannvro a eneb krenn ouzh hini renerien ar Post hag a gred c’hoazh ren ur politikerezh drastus e-keñver ar brezhoneg.

Fiziañs mat hon eus ez ay hon renerien vroadel a-unan gant ar youl-se da reiñ lañs d’ar c’helenn brezhonek. Kontañ a reomp war hon dilennidi rannvroel, a bep kostezenn, evit pouezañ eus holl nerzh o levezon evit ma vo uhel ha mennet-kaer al lezenn da zont war ar yezhoù rannvro.



Intranet

Titouroù hiniennel


ankouaet ho ker-tremen ?

Degemer al lec'hienn | Kejañ gant | Steuñv al lec'hienn | Lodenn brevez | Statistikoù | gweladenn : 120564

Heuliañ buhez al lec'hienn br  Heuliañ buhez al lec'hienn Kemennadennoù   ?

Lec'hienn bet savet gant SPIP 1.9.2h + ALTERNATIVES

Creative Commons License