Raktres klas divyezhek e Kemperle

d'ar yaou 11 a viz Kerzu 2008 gant Anthony Le Crom

KEMPERLE — A-c’houde 2006, Div Yezh, ti-kêr Kemperle hag ensellerezh akademiezh Penn Ar Bed a labour war digoradur un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg publik nevez.

Ar blez-mañ, ar gevredigezh nevez savet Div Yezh Bro Kemperle a gemer perzh e-barzh ar raktres, asantet get an ti-kêr.

Kerent ar vugale ganet etre 2004 ha 2007 a c’hell enskrivañ anezho.

Ganedigezh ur seurt hentenn divyezhek war ar gumun (hag a zo tost da lec’hienn divyezhek Tremeven) a servijo ivez da zigeriñ un hentenn divyezhek betek ar

skolaj e Kemperle.

Hiriv, ouzhpenn 5000 skoliad a zo e-barzh hentennoù divyezhek ag ar vro.

M’ho peus c’hoant enskrivañ ho pugel, pe m’ho peus c’hoant da gaout titouroù all, n’ho peus ken ’met da vont e darempred get ar gevredigezh evit aozañ an traoù a-benn an

distro-skol mañ-za.

Titouroù :

Div Yezh Bro Kemperle

bro.kemperle@div-yezh.org

02.98.96.85.21

Lec’hienn ar gevredigezh (lec’hienn war ober)



Intranet

Titouroù hiniennel


ankouaet ho ker-tremen ?

Degemer al lec'hienn | Kejañ gant | Steuñv al lec'hienn | Lodenn brevez | Statistikoù | gweladenn : 120564

Heuliañ buhez al lec'hienn br  Heuliañ buhez al lec'hienn Klasoù divyezhek publik  Heuliañ buhez al lec'hienn Raktresoù digeriñ   ?

Lec'hienn bet savet gant SPIP 1.9.2h + ALTERNATIVES

Creative Commons License